Petra nevez ?


Kinnig

Ganet eo Festival Etrekeltiek an Oriant 48 vloaz zo diwar youl e ziazezourion da sikour diorroadur sonerezh ha sevenadur Breizh hag ivez da zigeriñ etrezek ar broadoù, Kelted enno, en Inizi Breizh-Veur (Bro-Skos, Kembre, Kernev-Veur, Enez Vanav, Iwerzhon) hag ivez e norzh Bro-Spagn (Galizia hag Asturiez). Ur plas dibar en deus Festival Etrekeltiek an Oriant e-touez festivalioù Breizh, hag e-touez festivalioù Frañs kenkoulz all peogwir ez eo ul lec’h emgav o  eurennañ Breizh e-kichen broadoù all, evit sevel ur meizad nevez gant eskemmoù a-feson : an etrekeltiegezh.

Graet berzh ganti, tremen a ra an etrekeltiegezh harzoù keltiek kentañ Breizh-Veur ha Spagn evit mont war-zu lec’hioù all ma kaver Kelted nevesoc’h zo, divroet eus Breizh-Veur pe eus Bro-Spagn. Setu perak ez eus bet gwelet o tont pipe-bands eus Aostralia, sonerion gaita eus Suamerika ha kanerion eus Kanada.

Deomp en dro !


Sonerezh, dañs, yezh, lennegezh, festoù pe gastronomiezh : sevenadur Breizh zo liesseurt hag adijinet e vez hep arsav. Tolpiñ ha desachiñ a ra tud stankoc’h-stank, Bretoned pe pas, hag a gav gantañ boued a-walc’h da vleuñviñ ha d’em ezteurel.
E-pad ar blez en Oriant e c’hell tud nevez, tud kurius pe gredus tañva razh e arvezioù. Er vediaoueg François Mitterrand, da skouer, ec’h eus un dalc’had "Breizh", ennañ 18 500 teul prestet well-wazh bep blez. Ouzhpenntra ec’h eus ur bochad bugale a zesk brezhoneg er skol, ha razh ar vugale a c’hell gober anavedigezh gant ar brezhoneg e-doug abadennoù c’hoari kinniget er prantadoù dudi nevez àrlerc’h an devezh-skol.
E skol sonerezh ha dañs an Oriant ivez e tesker an istoer hag ar sevenadur evit roiñ muioc’h a vuhez d’ar sonerezh. Ha teir c’herlenn geltiek a zo e kêr, pep unan he louc’h hag he stil dezhi hec’h-unan !

Arru eo an amzer da zonet dija

Goude Lorient.fr e c’hello an dud a seurf àr internet gant o urzhiataerioù pe o foellgomzerioù gober anaoudegezh gant Lorient.bzh d’ar 15 a viz Mae : un etrefas aes da implijiñ evit ma vo eeunoc’h ar merdeiñ, ne vern pegen bihan e vehe ar skrammoù, hag ur feson d’ober àr-eeun difraeoù ar vuhez pemdez. Dre vras e c’heller gober ur bochad traoù gant an teknologiezhoù niverel, ha lakaet o deus ezhommoù nevez da zonet àr wel. Kinnig a ra Kêr an Oriant
servijoù diouzh an dud, hag àr un dro e lusk, e kenurzh hag e skign er c’horn-bro ur « sevenadur ag an niverel » asambles gant ar c’hevredigezhioù hag ar gevelerion. Er vediaoueg, er c’hreizennoù sokial, e vez kinniget stummadurioù hag e vez graet abadennoù, evel ma oa bet nevez zo gant ar Breizh America Startup contest pe evel ma vo gant Ma c’hreiz-kêr kevreet d’ar 25 ha d’ar 26 a viz Mae. Ar chañchamant niverel a reer a gement-se !

Àr ma yec'hed e kêr

Kavout ar yec’hed, monet àr varc’h-houarn, kerzhet… E kêr e c’hellomp ober ur bochad traoù gant hor c’horf, asambles gant ar pennad hent a reomp bemdez. Er miz-mañ e vo digoret un hentad yec’hed kentañ e park Koad ar C’hastell hag a-hed glannoù ar  Skorf. Kaleter, fitness, kreñvaat ar c’higennoù, lakaat ar galon da labourat : ur programm da gavout ar yec’hed evel ur c’hoari, evit ar re gozh pe yaouank, ampart pe ampartoc’h. Er foetad hent-se, ur boukl 4,2 gilometr anezhañ, e vo tammoù gloestroù a c’hello servijiñ da embreger ar c’horf un tamm bihan (bankoù, skalieroù, gwaregoù beloioù…). Bout e vo ivez meur a venveg ispisial, gant mekanikoù da roeñvat, da gerzhet pe beloioù elipsek da skouer.

Retour en haut